Keleier ar vro d'ar Merc'her 22 a viz Ebrel 2026
Embannet eo bet ar c'heleier gant Anton Burel
Raktres panneloù heol e Rostrenenn
Bec'h zo e parrez Rostrenenn avat ! D'ar Sadorn 11 a viz-Ebrel e oa bet un tregont den bennak o vanifestiñ e Megoed, war hent Ploure, evit enebiñ ouzh ur raktres sevel pannelloù-fotovoltaek war-c'horre tregont hektar a dachennoù labour-douar. An embregerezh Verso Energy an hini eo 'neus kinniget d'ul labourer-douar eus ar gumun da staliañ pannelloù-heol e-barzh e brajeier, lec'h ma vez lakaet saout da beuriñ sañsemant. Ur c'holektif zo bet krouet da stourm ouzh ar projedoù e-giz-se ivez, War An Toennoù (WAT) e anv. Selaouomp daou zen hag a zo ennañ : Etienne Cabaret ha Simon Cornet.
Ur pennad-kaoz gant Benjamin Bouard
Kamp Utopia, ur sizhunvezh vakañsoù evit sevel ur film
Abaoe disul ‘zo 7 bugel zo etre 7 ha 12 vloaz o kemer perzh ‘bar c’hamp Utopia zo aozet gant Ti ar vro Bro-Leon. Gouestlet eo ar sizhun mañ ‘ba sevel ur film berr ‘vo diskouezhet da geñver ar genstrivadeg « Filmoù chakod ». N’eo ket disoc’h ar film evit poent met aet eo war-raok ‘vel ‘pezh ‘neunt kontet deomp ar stajidi zo anvet Kleden, Milo, Moïra, Yann ha Karen zo unan eus an animatourezed. O krouiñ un istor faltaziek emaint, gant erevent, un den bleiz a rank skrapat bugale evit kaout mignoned...
Ur pennad-kaoz gant Erwan Blanchard.
Ha da glevet ivez :
Betek pegoulz e bado an harz tennañ en Iran ?
Ar brezel e Liban
Ur prantad strizhder er Stad C'hall abalamour d'ar brezel e kornog Azia
Fin diorren ar panelloù heol er Stad C'hall ?